Ar vistri brezel a blegaz ho fenn : « Kila rankomp, emezho. Ar zorserez-se a vir ouz hor zoudardet d’en em zifenn, ne c’hellont mui herzel ouz ar Fransizien. Oll kestell eun tu euz ar ster a zo kollet ha devet ; ha chom a c’hellomp er c’hestell a zo en tu-man ? Ne c’hellimp ket enebi, kastell ebet en tu-ma n’eo krenvoc’h eget kastell an Touriou. Peur e c’hello hor roue sikour ac’hanomp ? ne c’houzomp het. » Setu ma lavaraz Talbot : « Guir eo, hor zoudardet a zo eat dinerz abaoue m’eo deut ar verc’h-se, deomp kuit. Arabad eo evelato e c’helfe ar Fransizien-ze lavaret on euz aon razho, mont a raimp kuit dispount, urz vad en hon touez ; renka reoc’h mad ho soudardet. »
Antronoz eta an oll Zaozon a deuaz var renkou dirak mogeriou kear evel p’o dije bet c’hoant da vont d’an emgann. Kerkent ha ma tispakaz ar re genta, kleier kear a c’halvaz ar zoudardet, hag ar vrezellerien a ziredaz evit sailla var an enebourien. Laouen ha dispount, rak Jeann a ioa gantho, ez ejont er meaz euz ar mogeriou ; ar Fransizien en em rannaz e daou rum evel ar Zaozon.
Jeann hag ar vistri all a zikouraz ar zoudardet d’en em renka, hag o veza ma oa ar zul, ar verc’hez iaouank a reaz lavaret diou oferen asamblez, evit tenna bennoz an env var he zud, ha miret lezennou Doue. Epad ma renaz an oferennou, den ebet na finvaz ; pa ouent achu, ar zoudardet a c’hoantea skei var an enebourien. Mes Jeann a c’houlennaz : « Pe var zu eo troet ar Zaozon ? — Varzu kear Meung, eme ar c’habitened. — Ma ! neuze, eme Jeann, p’o deuz troet ho c’hein da Orleans, laoskit-hi da vont kuit, Doue n’ho ro ket d’eoc’h hirio, divezatoch ne lavaran ket. Deomp da drugarekât Doue. »
E guirionez, an enebourien a dec’haz eb klask stourm,