Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
en emgann.

soudardet kovez evit mont gant eur galon dinam d’an emgann, hag evit sklerijenna eur vech c’hoaz ar Zaozon, e skrivaz d’ezho he zrede lizer :

« D’eoc’h-hu, tud Bro-Zaoz, n’oc’h euz guir ebet var douar Frans, roue an env a ro urz da zistrei en ho pro. Doue en deuz diskleriet d’in he volontez ha skriva ran d’eoc’h hirio evit an drede ha diveza guech, ne skrivin d’eoc’h mui.

Jesus, Maria

Jeann, ar verc’hez iaouank ».


Gant aon ne vije great drouk d’an den en devije kaset al lizer, rak kounnar ar Zaozon eneb Jeann a dlie beza spountuz abaoue an derc’hent, ar plac’h iaouank a reaz staga he lizer ouz eur bir, eur goareger a vannaz ar bir-ma etouez ar Zaozon. Ar re-ma a respountaz a vouez huel gant komzou divergont d’al lizer-ze, skrivet d’ezho gouls koude evit ho brasa mad, hag ho c’homzou divalo a skoaz eun taol pounner e kalon Jeann. Pedi a reaz Doue en he enkrez, kerkent he Moueziou a gomzaz dezhi, hag a laouenneaz he spered.