em ganna a reer da vad. Ar verc’h iaouank, kerkent ha ma vel ar stourmad a c’halv Dunois : « Mirit, c’houi, emezhi, na deuffe Saoz ar c’hestell al da zikour ar re-ma. » Dunois, sentuz, a ra dioc’htu kas he urziou da geariz, hag a heuil Jeann var an dachen, e douveziou ar c’hastell. Eno an emgam a zo spountuz : iouc’hal a ra an dud, an armou a zoun p’en em stokont, ar birou a zut, ar c’hanoliou a groz gant eun trouz pounner. Ker kounnaret eo ar zoudardet, abalamour m’e ma Jeann gantho, m’e ma buan ar Zaozon var nez koll, hiniennou euz ar Fransizien a c’hell pignat var ar voger huel.
Talbot, mestr braz ar Zaozon, o velet, divar eur c’hastell all, he dri c’hant e riskl da veza trec’het, a reaz da zoudardet he gastell disken var an dachen da zikour ho breudeur ; mes kerkent Orleaniz, var evez ive, a zounaz e kear kloc’h braz an emgann, ha dioc’htu, c’houec’h kant den, ho armou gantho, a deuaz er meaz, a zispakaz ho bannielou, a eünaz ho renkou, hag a ieaz varzu kastell Talbot. Hema, en despet d’he gounnar, ne gredaz ket mont var araok ; ober a reaz d’he dud dont buan var ho c’hiz, ha serra kloz dor ar c’hastell var ho lerc’h.
Etre daou, ar verc’hez iaouank a rene atao ar vrezellerien dirak Sant-Loup, ha goude teir heur leun, teir heur a boan hag a emgann iud, ar c’hastell a oue peur gemeret, he zifennourien a oue lazet pe baket. Lod euz ar Zaozon, gant aon da veza goalgaset, o doa guisket dillad beleien ; soudardet Jeann o doa c’hoant d’ho laza, mes ar verc’hez iaouank a deuaz buan : « Ne rit drouk ebet d’ezho, emezhi, abalamour d’an dillad a zougont ha pa ne ve ken, va frizounerien int. » Ne oue great drouk ebet d’ezho, mes Saozon all, paket araok ar re-ze, a ioa bet