Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
chinon var ster loire.




Ar veach a badaz unnek devez ; epad an oll amzer-ze, ne c’hellaz kaout oferen nemet diou vech var douar ar Zaozon. He zud a vire ne vefe eat re en ilizou gant aon ne vefent bet anavezet ha diskuliet d’an enebourien.

Eur vech m’o devoue treuzet ster vraz al Loire e Gien, Jeann hag he zud a veachaz eb aon. Edont neuze etouez guir Fransizien, hag eno an dud o doa respet evit ar verc’h iaouank. Eur greden a ioa en em zilet d’ar mare-ze e kalon eur c’halz tud dre ar Frans a bez ; lavaret a reat : « Hor bro, kollet gant eur vaouez, a vezo saveteat gant eur verc’hez. » Ha nebeut goude ma oa tremenet Jeann dre Gien, e oue kaset kelou betek en Orleans, kelc’het goulskoude gant ar Zaozon, e oa eur verc’h, kennerzet gant Doue, en hent varzu Chinon : digaset oa da zavetei Orleans hag ar Frans.

Epad ma nije ar c’helou-ze, Jeann a zaoure dousder Kalon Jesus o choum da zelaou teir oferen er memez devez ; en em zigoll a rea euz an deveziou hir-hir e doa tremenet eb lakât he zreid en eun iliz. P’e devoue klevet an teir ofe-