Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
he moueziou a gendalc’h.

etouez ar gristenien e vezo kollet ar Frans gant eur vaouez, hag e vezo saveteat gant eur plac’h iaouank. — Guir eo kement-se, eme Laxart, mes n’eo ket eaz trec’hi ar Zaozon, ha kuruna ar Roue. — Doue am galv, eme Jeann. — Ne vez ket guelet bemdez, eme Zurand, eur verc’h o ren soudardet. » Mes Jeann a boaniaz kement var he eontr, he c’homzou a ioa ken entanet, ma lavaraz erfin : « Ma ! mont a raimp neuze da Vaucouleurs. »

Mont a rejont var dro hanter vae euz ar bloaz 1428. Robert de Baudricourt, kabiten kastell Vaucouleurs, a oue souezet pa velaz dirazhan an tiek paour-ze, deut da gomz d’ezhan euz a lavarou eur plac’h iaouank. « Va nizez, eme Zurand, deut e kear ganen, ne deuz ho kuelet morse, mes gant sikour he Moueziou ec’h anavezo ac’hanoc’h etouez ho soudardet. » Mes pa lavaraz Durand petra c’houlenne Jeann, pa reaz kaoz euz ar zoudardet da ren d’an emgann, euz ar Roue da guruna e Reims, Robert a oue goapaüz : « Eur plac’h hanter-fur, ha netra ken, e tle beza ar verc’h-se. »

Jehann a deuaz, anaout a reaz ar c’habiten etouez he dud, ha lavaret a reaz d’ezhan huel ha freaz : « Dont a ran a berz va Autrou, evit ma kemennoc’h d’ar roue iaouank ne dle ket en em ganna brema gant ar Zaozon, rak Doue her sikouro araok hanter ar c’horaiz a zeu. » Souezet maro, ar c’habiten a zelle ouz ar verc’hez iaouank. Neuze Jeann a gendalc’haz : « Va Aotrou a fell d’ezhan e vije kurunet ar roue iaouank hag a roio d’ezhan ar Frans da ren ; sevel a rai en despet d’he enebourien, ha me, Jeann, eo a dle hencha anezhan. »

Robert a zonje : « Houma a zo kollet aoualc’h he fenn ganthi » hag e c’houlennaz en eur c’hoarzin : « Ha piou eo da Aotrou ? — Roue an env, » emezhi. Neuze ar