Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
237
goueliou kaer e roum.

Orleans saveteet, ar roue kurunet e Reims, e maro dre an tan e Rouen.

Da naver hanter e zeuz emgavet e iliz sant Per 14 kardinal, 80 eskob, meur a hini euz senatourien ha deputeed Frans, ganto o chelpou trikolor. Len a rer skrid ar pab a ro aotre da lakaat Jeann d’Arc var roll an dud eüruz. Neuze eo dizoloet an daolen a ioa a Zioc’h kador sant Per hag a ioa livet varni skeuden Jeann d’Arc en e zav, gant e armou hag e baniel ; en dro dezi sant Mikeal, santez Katell, santez Mac’harit, hag eur maread a elez ; euz e fen e za bannou, skinou a sklerijen a deu da veza skeduz kerkent ha ma zeo alumet ar goulaou elektrik.

D’ar mare-ze, an oll a zant o c’haloun o lamet en o c’hreiz gant al levenez ; hiniennou ne c’hellont ket miret da strakal o daouarn, mes buan eo great dezo eana, rak en iliz eo red tevel. An Aotrou Touchet, eskob Orleans, a goumans gant an Te Deum, ar c’hleier a zoun evit rei da anaout d’ar bed eo enoret hirio Jeann d’Arc gant an Iliz. Pebez joa, pebez laouenedigez evit tud Frans ! An dour a deue euz an daoulagad. O Jeann, pedit evit ho pro a gar kement ac’hanoc’h !

Da c’houde eo kanet an oferen, oferen ar plac’h eüruz Jeann d’Arc, hag evel m’oa dleet, an Aotrou Touchet, eskob Orleans, eo a ganaz an oferen genta en enor da Jeann d’Arc.

Dioc’h ar pardaez, da 5 heur, Hon Tad Santel ar Pab a ziskennaz e iliz sant Per evit enori ha pedi Jeann d’Arc. Oc’h e c’hedal e zoa 22 kardinal, 80 eskob ha leun an iliz a dud. Ar Pab a iea goustadik, azezet evel m’eo ar c’hiz en eur gador douget var o diouskoaz gant tud gwisket kaer kenan. Dre ma zea, e roe e vennoz. Pa emgavaz e kichen aoter sant Per, e tiskennaz evit enori ar plac’h eüruz.