Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE KENTEL HA TREGONT


« Devet on deuz eur zantez ». An Iliz a dorr barnedigez eskop Beauvais. Hent Jeann a zo bet souezus.


Kerkent ha ma oue tremenet ar verzerez, ar bourreo, var urz ar vistri Saoz, a freuzaz an tan eur pennadik, evit ma c’helfe ar bobl guelet eo Jeann d’Arc, enebourez vraz az Zaozon, a ioa bet e guirionez devet. Da c’houde, e reaz tan brasoc’h, hag ar c’horf a oue devet. Ne oue ket puluc’het oll evelato, rak testou o deuz diskleriet n’eo ket eat kalon Jeann e ludu : choum a reaz en he bez, evel beo. Ar bourreo, mantret, a skuillaz eol ha soufr var ar galon-ze eb gellout he devi, neuze e tec’haz kuit. Mont a reaz eb dale da goves gant keuz he beched : « Aon am euz, emezhan, da veza daonet ; devet em euz eur zantez ! »

Epad ma oa mevellien ar bourreo o peurlaza an tan, e veljont ar galon-ze choumet eb devi, hag e c’houlenjont digant eontr ar roue, a ioa atao var al leac’h, petra ioa da ober. Hen a lavaraz : « Taolit kement a joum er ster : en doare-ze, ne vezo mui hano anezho. »

Skrivanier braz roue Bro-Zaoz a zonje gant ar bourreo : « Jeann a zo eur zantez. » Eur bourc’hiz euz a Rouen her c’havaz o vont gant he hent, tenval braz he benn, hag ar skrivanier a lavaraz d’ezhan : « Devet on deuz eur plac’h vad ha santel. Kredi a ran, emezhan, e ma he ene gant Doue, ha kredi a ran ive e vo daonet ar re o deuz sikouret he barn d’ar maro. »

Eur chaloni santel euz a Rouen a lavare : « Na me a