Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
ar frans araok jeann.

ma c’helfent c’hoari, kemeret ho flijadur, redet an ebatou. Ar Zaozon o velet pegen dister oa ar roue iaouank, a deuaz da glask kemeret kear Orleans a zalc’he mad da Charles VII, roue Frans. Lavaret a reant : « Mar gellomp kaout ar gear-ze, e vezo digor dirazomp an hent braz da vont e kalon ar Frans, ha dizale ar vro a bez a vezo d’eomp. » Kelc’het e oue eta kear Orleans gant armeou Bro-Zaoz, renet gant offiserien euz an dibab. Kear a harpaz mad. Ne oa ennhi nemed pemp kant soudard, mes soudardet koz euz ar re vella.

Ho c’habiten, an aotrou de Gaucourt, a ioa kounnaret oc’h ar Zaozon, rak dalc’het oa bet gantho er prizoun epad trizek vloaz. Tud kear a zikouraz ive ar zoudardet, hag euz ar c’heariou tro var dro e teue tud d’en em ginnig d’ober brezel oc’h ar Zaozon.

D’an 12 a viz here 1428 eo o teuaz an enebourien en dro da gear Orleans, ha kerkent ec’h en em lakejont da zevel en dro d’ezhi touriou koat evit gellout tizout kear. Ar c’hanoliou (ne oa anezho nemed eur pennadik a ioa), a rea kalz trouz hag a venne diskar mogeriou ha tiez, mes ne reant ket nemeur a freuz, rak ar Zaozon a denne fall gantho. Soudardet Orleans, er c’hountrol, a denne eün, hag a ziskare ar Zaozon ; ho bouliji a rea kalz drouk d’ezho. Unan anezho, dreist oll Ian Montescler, leshanvet Ian Lorreen (Lorraine), a ioa eun tenner ha n’en doa ket he bar. Avechou, p’o deze ar Zaozon tennet varnan, e rea an neuz da veza bet tizet, hag e koueze. An enebourien a veze laouen o velet kement-se, rak kaout a rea dezho oa lazet. Mes prest goude, e veze guelet en eul leac’h all oc’h ober aoun d’ar Zaozon gant he ganol bian, savet var eur c’harrik, ha kaset ha digaset ganthan he-unan, ganthan ebken.

Eürusa taol a oue great evelato epad m’oa kelc’het Orleans,