Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
jeann d’arc.

ouz an Iliz, ar verc’hez iaouank a c’houlennaz beza barnet n’eo ket gant eun eskop pe zaou oa, mes gant an oll eskibien a ioa e Bâl, pe gant Hon Tad Santel ar Pab. Cauchon, drouk braz ennan, abalamour ar respount-se a vire outhan da damall Jeann evel heretik, a c’houlennaz buan digant ar goardou piou a ioa bet en derc’hent er prizoun o kentelia Jeann. « Ian ar Feunteun, emezho, daou vanac’h ganthan. »

« Me hen talvezo d’ezhan, eme Gauchon. »

Pa glevaz an doktor pegement a zrouk en doa kemeret eskop Beauvais outhan, e tec’haz euz a Rouen buanna ma c’hellaz.

An daou vanac’h a joumaz, hag o veza ma n’o doa great netra nemet selaou lavarou Ian ar Feuteun hag ar brizounierez, ho zud a c’hellaz miret na vije great drouk ebet d’ezho. Mes divar neuze, kristen ebet ne c’hellaz lakât he dreid e prizoun Jeann ; den ebet nemet Cauchon hag ar Zaozon euz ar renk huela ne c’hellaz pignat an eiz pazen a gase betek ennhi.

Pebez buez e doa ar verzerez ez c’hos toull prizoun-ze ! Guir gristen ebet ne deuaz morse da lavaret d’ezhi eur gomz karantezuz, da rei d’ezhi eun ali mad. He zri goard a joume noz-deiz ganthi, hag he bourrevien a ioa ker fallakr m’o doa kleuzet toullouigou e mogeriou ar prizoun dioc’h an dianveaz, evit gellout, pa garfent, guelet ar verc’hez iaouank, selaou he hirvoudou, he huanadou. Kalonou ar bleizi n’int ket ker kaledet hag ar c’halonou saoz-se !

Klevet on euz Jeann o lavaret d’he barner e doa c’hoant da glevet an oferen, mes he feden ne oue ket selaouet. An ursier Massieu, an hini a rene Jeann evit he c’has euz ar prizoun d’al lez-varn, a ioa bet mad evithi epad eun