Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Giziou koz ar Vretoned
————
Yun an nao Stereden
hag ar Mil Ave
hag ar Mil Ave
————
Marteze ne vezo ket kavet dizoare klevet komz e Feiz ha Breiz eus ar giziou mad ha kaër a ioa gwechall en hor bro ; dilezet brema e vezint ankounac’heat prestik, nemed skrivet e vefent, ha mad e vije hen, ober, evit m’o devezo ar re a deuio var hon lerc’h anaoudegez euz ar pez a ioa evel pa lavarfen tenzoriou o zud koz. Ma vefe klasket piz ar giziou kaër ha dudius-ze a lakea Breiz da skedi etouez an holl broiou, e vije a dra zur gellet ober eul levr bras anezo [1]. Hizio me garfe komz deoc’h eus yun an nao stereden hag
eus ar mil ave.
- ↑ Feiz ha Breiz a embanno anezo gant plijadur, rak-se n’eus nemed o digas d’ezan dre ma vezint destumet. Ar Rener.