Pajenn:M. Abgrall - Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz, Feiz ha Breiz, 1914.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —


Yan al Lolo hag e bried o vont d’ar baradoz


————


Gwechall, pa oan yaouank, em beze plijadur pa deue goazed Lambol deus koajou Kerne, d’al lêc’h ma ’z eent bep bloaz, en hanv, da gignat gwez dero da ober kouez da lakât gant ar c’hrec’hin evit ober ler anezo : atô o deveze eur gonchen nevez bennak da gonta divarbenn Kerneviz ; ne vezent ket gwir holl, poent ar c’hraza a veze lakeat. Ar pez a gaven an drolla deus o c’honchennou hag a zo gwir-bater koulskoude, rag holl e lavarent ar nemez tra, oa an dra-ma :

E kalz₮ tiegeziou deuz Kerne, er pedennou diouz an noz, e veze lavaret eur bater evit ma teuje ar pinvidik da binvidikât har ar paour da jom en e stad. Me gave d’in e vije bet dereatoc’h lavaret evit ma teuje ar paour da binvidikât hag ar pinvidik da jom en e stad ; kompesoc’h a sonje d’in e vije bet an traou, mes abaoue em eus sonjet ha gwelet meur a dra ha ne gavan mui ken iskiz peden Kerneviz. Marteze pa ho po lennet histor Yan al Lolo, c’houi a zonjo ive eveldon. Setu-hi ama :

Yan ar Gwen a ioa ganet e Landivisiau, er c’harter euz kear a reer anezan c’hoaz hizio ar C’hoz-Kastel ; e dud a ioa o chom en eun tam solier goz, deleziou mein en diavêz da bignat ebarz ; an deleziou, kredabl, a oa bet nevez eur wech bennak, mes evit brema n’oant ket ; meur a vean a vanke enno, ha bugale ar zolier a deue alies d’an traon a ruillou, mes bugale ar paour a vez kalet o memprou, ha goude beza kignet o friou ha pennduet o zaliou, bugale Kola ar Gwenn a zave, en eur ouela eun tammik, hag a iea da c’hoari ken dizoursi ha tra : Yannik a rea