Pajenn:M. Abgrall - Souben sant Ervoan, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

pa vijent eno er gear, ar re ziveza a jome en o sav ; holl e tivere o dilhad e giz ma vijent deuet penn da benn gant eur ster ; pa oa deuet an holl en ti ha serret an nor, ar pôtr yaouank koz a lavaras gant eur vouez glac’harus « Va zud paour, n’oamp ket ouz ho kedal ker fall oa an amzer, ha n’eus ket great a zouben deoc’h ! » An holl a reas eur zell truezus ouz ar pod bihan a ioa c’hoaz var an tan ha n’oa ket ennan ouspenn diou pe deir skudellad zouben : Va Doue, a leverjont en eur vouez, kement all a naon hon deus, ha ker gleb all ma ʼz omp. »

Neuze deus kichen an nor e teuas eun den da neac’h an ti ha n’oa ket henvel ouz ar beorien all ; eur zaë hir a ioa gantan evel hini eur beleg pe eur manac’h ; en noaz e benn edo, ha lavaret a vije n’en devoa bet banne glao ebed, rag seac’h oa e zilhad ; mont a reas var an oaled, dizelei a reas ar pod hag o trei ouz ar plac’h e lavaras : « Trempit o boued da vihana d’ar re goz ha d’ar vugaligou. » Tud an ti a zentas kerkent ; lod a dape skudellou, lod a dorre krampouez enno, ha Mac’harit a gommansas trempa ar bouejou. P’he devoa trempet dek e laoskas al loa vras er pod hag ec’h azezas var eur skaon en eur grena ; ne c’helle lavaret nemed : « Va Doue, va Doue, deus peleac’h e teu ar zouben-ma. » Pôtr yaouank koz hag ar mevellou a oa ken souezet ha Mac’harit ; an hini en devoa dizoloet ar pod a grogas neuze el loa-bod, lavaret a reas : « Grit bouejou buhan ; ha me a drempo ; awalc’h a vô d’an holl. » Hag e gwirionez kement paour a ioa en ti o devoue boued o gwalc’h ; pa ouent koutantet holl ne jome mui banne souben ebed er pod hag an hini en devoa trempet ar bouejou a ieas kuit den ne ouie dre beleac’h ; neuze, mestr an ti a c’houlennas ouz ar beorien piou oa hennez, den n’hen anaveze ; eur vaouez koz a lavaras he devoa gwelet anezan o tont eus chapel ar Minihi pa oa o tremen dre eno, hag oa deuet penn da benn en he c’hichen, zoken en devoa dougennet anezi diou pe deir gwech dreist ar poullou dour, mes avat n’hen anaveze ket. Neuze ar memes sonj a deuas d’an holl : sant Erwan eo a ioa deuet euz ar baradoz da zikour ar beorien a ioa fidel dezan hag a deue d’e bardon en despet d’ar glao puilh. Abaoue n’eus fors pe seurt amzer a vez derc’hent gouel sant Erwan e vez lakeat atao ar pod bras var an tan e Kervarzin hag ar beorien a gav atao evel diagent. souben ha lojeiz.

Aotrou sant Erwan benniget pedit evidomp !

M.-A. Abgrall.