Pajenn:M. Abgrall - Souben sant Ervoan, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —


SOUBEN SANT ERVOAN


Ne ’zeus ket e Breiz, ne ’zeus ket unan,
Ne ’zeus ket eur zant evel sant Erwan.


En eur lenn, d’an naontek euz a viz Maë, e Buez ar Zent, buez sant Erwan, ez euz deuet da zonj d’in deus eur gontaden vrao am euz klevet pell a zo divar benn ar zant-ze ; he c’hontet am euz meur a wech d’am nized ha nizezed, hag atao o deveze plijadur ouz he c’hlevet, setu perag am euz sonjet he lakât aman evit ar vugaligou a lenn Feiz ha Breiz ha dreist holl evit filhored ha filhorezed sant Erwan. Kement hini a zo e hano Yvon, Erwan, Eozen, Cheun, Yon, Bon, Yvona, d’ar re-ze tout eo paëron ar zant bras ma komzan anezan, hag a drugarez Doue ez eus c’hoaz kalz anezo en hor bro.

An holl e Breiz a oar eo ganet sant Erwan e kichen Landreger, en eur maner a reat anezan Kervarzin ; pell a zo ar maner-ze a zo kouezet en e boull, mes e kichen al leac’h m’edo, avat, ez eus c’hoaz, sounn en e zav, eur c’houldri round, bras hag uhel, goest da loja kement dube a zo en eskopti Treger. E plas ar maner ez eus breman eun ti, evel an tiez nevez a zaver var ar meaz ha dirag an ti, eul leur a vez peurliesa goloet gant eur c’harden lann.

En ti-ze, o terc’hel tiegez Kervarzin, e oa, breman ez euz marteze kant vloaz, eun den hag a reat anezan pôtr yaouank koz, kredabl abalamour m’en devoa eun tammik oad ha n’oa ket fortuniet ; eur plac’h koz, Mac’harit he hano, daou vevel hag eur pôtr saout a ioa gantan o kas an tiegez en dro ; holl oant kristenien vat ; eur pennadik deus Kervarzin ez euz eur chapel hag eno, bep bloaz e vez d’an naontek a vae eur pardon kaër en henor da zant Erwan, hag ar zant-ma o veza bet, var an douar, mignon hag alvokad ar beorien, ar re-ma hed ar wech o deus dalc’het d’ezan anaoudegez vat hag a deu d’e bardon eus kement korn zo e Breiz ; ar c’hiz a oa, ne oar den pegeit zo da loja e Kervarzin kement paour a deue derc’hent ar pardon da c’houlenn