Pajenn:M. Abgrall - Son ar C'hemener, Feiz ha Breiz, 1909.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 313 —



3

Ne dle ket beza enterret
Nak er porched, nak er vered.

4

Nemed e korn eur parkad kerc’h
Holl chas ar barrez war e lerc’h.

5

Mar d’eo ar gemenerien holl,
Evel ar re zo e Lambôl.

6

O va Doue, nak a c’hevier,
Var an torchennou a glever !

7

Ma vent destumet piz ha mad,
E ve aneo meur a zac’had.

8

Ha Paolik lipfe e vourrou,
Divâr eur seurt bern pec’hejou.

9

Mez d’ar c'hemener pa varvo,
Siouaz ! Doue a lavaro :

10

Kerz a zirazon, torchenner
Da welet p’leac’h ’ma da c’hevier.

11

Kaër am euz trei al levriou koz,
A lenner en tiez diouz an noz.

12

Sant ebed enno ne gaver
Hag a vije bet kemener.