Pajenn:M. Abgrall - Pa oan em c'havell bihanig, Feiz ha Breiz, 1930.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —



Hag en eur luskat e kane,
Hag, ouz he c’hlevet, me c’hoarze.

Met pa ehane da gana
Me en em lakae da ouela.

Beb eil me ouele, me c’hoarze,
Ha va mamm atao a luske.

Ne ehane da luskellat
Ken, vezen kousket, kousket-mat.

Neuze, sioul ouzin e selle,
Ha d’he zro ivez e c’hoarze.

N’eur zellet ouzin e c’hoarze
Ha d’am chotig ruz e poke.

Hag e lavare goustadik :
« Kousk, aze, breman, va aelig ! »

En eur vousc’hoarzin me gouske,
Eurusoc’h ’get mab eur roue.

Ha dre va c’housk, me a wele,
Em c’hichen eun aelig Doue.

Soublik e rae d’in allazig
Hag e lavare d’in : « Breurig ! »

 : « Ma keres va c’harout ato,
« Pa vi bras ivez te ’gano! »

Aelig mat me’m eus ho karet
Hag ato laouen ’m eus kanet.

M. A. Abgrall.