Pajenn:M. Abgrall - Nonnik Herve, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

eur ziskouez anezan : « Kasit Nonik Herve er meaz, pe me ne zarmonin ket. »

— : « Krak a lavaras ar c’hanfart etre e zent, o klask an dra-ze emaon avat laouen. »

Den ne finve da gregi e chupen Nonik, a jome atô soun en e zav, hag e gerniel ker sounn all ; an aotrou Person a welas n’en devoa nemed eun dra da ober hag e tiskennas eus ar gador en eur c’hoarzin. Neuze Nonik a vougas an tan en e c’houlaouen, a bakas anezi ker brao ha tra, ha pa oue achu an offern, e oue ar c’henta o vont er meaz da eva e vannac’hou gwin-ardant.


Marianna ABGRALL.