Pajenn:M. Abgrall - Nonnik Herve, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NONNIK HERVE


————


Mont a ran da gonta deoc’h eun dro zrol great d’an Aotrou Plantec, person Sant-Yan-ar-Biz, breman ez eus vardro anfer kant vloaz. Er bloavez-ze ar Chandelour a zigoueze da zul, evel ma ra eur wech an amzer. An dra-man n’eo ket eur gonchen eo, rag anavezet mad am eus an Aotrou Plantec, hag ivez Nonik, an hini a c’hoarias d’ezan an dro zrol-man.

Da zeiz ar Chandelour, eur pennadik araok an offeren-bred, e gwered Sant-Yan-ar-Biz, e kichen ar feunteun gaër a zo eno, eun toullad pôtred yaouank a ioa o c’houeza en o daouarn, o c’hedal ar zon diveza. Yen oa spontus ha kazarc’h a goueze. Goudoroc’h a dra-zur e vije bet d’ezo en iliz, mes goazed Treger, evel re Leon ha Kerne, o deus aon da inoui an Aotrou Doue, ma ’z afent re abred d’an offeren pe d’ar gousperou. Edont evit an dekvet gwech marteze o sellet ouz an holorach pa weljont Nonik Herve o tont er vered, gantan en e zourn, eur pakad, pe eur bellen goulou koar, ar seurt à vez kavet da brena da zeiz ar Chandelour. Hini Nonik a ioa unan a zaou wenneg, unan velen-aour ; sellet a rea outi