Pajenn:M. Abgrall - Kanaouennou ar Vugale, Feiz ha Breiz, 1935.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86



Kanaouennou ar Vugale


SON AR GEVIER


Biskoaz ne c’hoarzis kement all
Evel am oa grêt en deiz all !
O welet ar bleiz o prena per
Hag al louarn o werza yer.

Me ’m eus gwelet eun ounner vloaz
A zouge Kemper war he skoaz
Brest ha Rekourans, war he lost
Ha c’hoaz ez ae ganto d’ar post.

Me ’m eus gwelet eun ounner vriz,
O kas ar bed-man war e giz.
Me ’m eus gwelet eun ounner zall
O kas ar bed-man d’ar bed all.

Ha me ’m eus gwelet eur goukouk
Eun daboulin stag ouz he chouk.
Me ’m eus gwelet eur c’heveleg
O planta fa en eur garreg.


MARC’HARIDIG


Marc’haridig Bili Maout,
Deut en hent-man gant ho saout
Daou avalig ’zo en tan,
Deut en hent-man, pô unan.
Eun askornig ’zo er pod
Deut en hent-man pô ho lod.
Marc’haridig a blij d’in
Kalz a labour a ra d’in
Goro ’r zaout, o c’has er mêz
Terri ’r bodez, skuilka ’l lêz !


Soniou dastumet gant Mari-Anna Abgrall,
eus a Lambaol-Wimiliau.