Mont d’an endalc’had

Pajenn:M. Abgrall - An amzer goz. Feiz ha Breiz, 1942.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

dou fall, gwechall, soniou gallek, eur vez o c’hlevet ankounac’haat a reont eo

Ar brezoneg hag ar Feiz
Breur ha c’hoar e Breiz !

ha

Gant ar brezoneg eo deut ar Feiz
Gant ar galleg ez ay a Vreiz !

Livirit eta ganen, a greiz kalon, war-lerc’h August Brizeuk, ar barz bleo melen :

Me drouc’ho ma zeod em beg
Kent dizeski ar brezoneg

Me ’gar an amzer goz, bugaligou, evit ar gwiskamanchou a zouged gwechall, a da ken dereat ha ker kaer ha ken dishenvel eus an eil korn bro d’egile ; breman, e lec’hiennou, ar merc’hed yaouank a vez o klask mont e tok ; gwisket e vezont evel merc’hodennou hag ar baotred, evel lakizien : eun dristidigez.

Pebez taolenn dudius ho plje gwelet, bugaligou, ma vijec’h bet o sellet war lez an hent bras a ya eus a Lesneven da Follgoad d’an 13 a viz gwengolo 1923 pa reas ar Bleun Brug eno gouel ar pempvet kantved abaoe m’oa bet savet an iliz kaer a zo atao en he sav, e tal feunteun Salaün ar Foll. Nak a dud gwisket gant dilhad kaera pep korn a Vreiz, ho pije gwelet, en deiz-se, o vont da bardona da lez an Itron Varia ha na pegen distrantell eo dilhad giz Pariz e skoaz ar re-ze !

O ! bugaligou ! me n’oun ket bet nemeur pell diouz va zi ha ne ouzon ket kalz a dra ; plijet gant Doue ma savo eun den gouiziek bennak da lakaat e brezoneg istor traou kaera Breiz-Izel, traou kaera an Arvor, traou kaera an Argoad, evit ma teuy ar yaouankizou da anaout ha da garet, evel ma ’z eo dleet, bro ar zent, bro o zud koz :

O ! Breiz-Izel, o kaera bro,
Koad en he c’hreiz, mor en he zro !

Me gar an amzer goz, bugaligou, rak neuze e oa kalz muioc’h a laouenedigez etouez an dud eget ne ’z eus breman.

Da zul, goude ar gousperou, e weled ar wazed o c’hoari an horell, ar c’hilhou pe ar boulou hag ar merc’hed o choari kraoñ ; en amzer-ze ne veze ket a ezomm da redek pell diouz ar gêr, evit kaout plijadur.

Pe deue an hanv, nak a levenez a fuilhe er vro, ar pardoniou, pardon ar barrez ha pardoniou ar chapeliou hag er goanv, ar beilhadegou : ar vamm o neza hag an tad o lakaat ar yaouanka eus e vugale, a c’hoarze gwalc’h e galon da c’hoari marc’hig war benn e c’hlin hag epad an amzer-ze, e veze ayalou pe gistin o poazat dindan al ludu evit ar vugale.

En hanv, goude ar gousperou, ez aed da lusa pe da graoñ-kelvesa hag ar baotred a blege ar skourrou d’o c’hoarezed pe d’o mignonezed.

Pa deue amzer ar c’histin, ez aed da gistina hag amañ e teu son d’in eus va breur bihan, ho tonton koz, a zo o prezeg ar feiz, e pell bro, pell, pell a zo. Eur pec’hed a reas ha n’en deus ket bet a geuz d’ezan, biskoaz. Eur zulvez, goude ar gousperou, ez eas da laerez kistin ; lampat a reas dreist mogeriou uhel koat Lezerazien, daoust ma kleve ar c’hi du oc’h harzal, evit deski beza dispont.

Bremañ, siouaz ! ez eus pec’hejou all, gwir bechejou ar re-ze, a ra ar yaouankiz a weler o redek an hentchou, war o marc’hou-houarn, da zul, pell, pell diouz o zud, da glask plijaduriou fall a laz o c’horf hag o ene !

Me a gar an amzer goz dre ma oa neuze eur bern giziou mat ha kaer en hor bro ; dilezet bremañ e vezint ankounac’haet prestik nemet skrivet e vefent ha mat e vije hen ober, evit m’o devezo ar re a deuy war hon lerc’h anaoudegez eus ar pez a oa evel pa lavarfen tenzoriou o zud koz. Ma vije klasket piz ar giziou kaer ha dudius-se a lakae Breiz da skedi etouez an holl brolou, e vije a dra zur gellet ober eul levr bras anezo. Setu amañ, da nebeuta, eur guchenn anezo.

Gwechall pa ’z aed en eun ti bennak, e lec’h gallegat, evel meur a hini bremañ, e lavared ato : « Doue, r’ho pennigo ! » ha mestr an ti a deue gantan raktal : « Bennoz Doue deoc’h ! ». Pa vezed bet o welet unan klanv bennak, o kimiada dioutan e veze lavaret :

« Doue ra wellay d’eoc’h ! »

— 145 —