Pajenn:M. Abgrall - Al Laouenanik hag ar Voc'h-ruzik, Feiz ha Breiz, 1908.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —



» Te vel eta, va mab biban,
» E c’hellez ’vel al laouenan

» C’hellez ’vel ar voc’h-ruzik kez
» Diskouez d’ar Zalver karantez.

» Bez atao fur ha gwir gristen,
» Kar da Zoue hag e lezenn.

» Kar iliz Jezuz hag ar Pab
» Ha bez evito eur gwir vab.

» Pa vi bras sav da benn uhel,
» Anzav heb mez da feiz santel.

» Ha mar bez red t’he difenno,
» T’he difenno bete ’r maro.

» Neuze ’ri ’vel ar voc’h-ruzik
» Hag evel al laouenanik.

» Ha Jezuz ive eun devez
» Zello ouzid gant karantez.

» ’N eur lavaret : « deuz, Saïk fenoz,
» Deuz ganen-me d’ar baradoz. »

E miz kerzu 1907.
Mari-Anna ABGRALL,
deuz Kerloroc.


————