Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —


SOUBENN AR IAR
____


Soubenn ar iar na n’eo ket fall,
Pa ve en-hi eun tam kig-sal !

Mar plij ganec’h, a zilaoufet
Eur zon ’zo newe gompozet.

Ar zul kenta a viz genver,
A ias ar iar e-mès ar gêr,

Na da di Wegan da vale.
Biscoas was campagn na eure.

Pa antreas ar iar en ti,
A lâras Monic da Vari :

— « Attrap ar iar d’ober zoubenn,
« Ewit rei d’hon amouroujenn !

Ar iar, o clewet he setans,
A lamp e-mès, gant dilijans.

Mes achap na deus ket gallet :
En craou ar zaout ê bet tapet.

Preparet eo ann oustillô ;
Aman ann hach war ann treujô,

Ewit troc’han d’ar iar he gouc,
Hac hi na deus grêt biscoas drouc !

Manataïs[1] ho deus glac’har,
’Welet troc’ha he gouc d’ar iar ;

’Welet troc’ha d’ar iar he gouc,
Hac hi na deus grêt biscoas drouc.

Tudo iaouanc, ho pedi ran,
Breman, pa arrio ann anv,

  1. Manaty (manac’h-ti, maison de moines) village en Ploézal, près Pontrieux.