Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —


   — Eleal, ma c’hommer, me zimezfe awalc’h,
Na mar cavjenn unan hen talvefe er vad ;
Na mar cavjenn unan hen dije talveet,
Mès allas! ma c’hommer, mes allas ! na tin ket !

   — Eleal, ma c’hommer, mar na oa nemet mad,
Me gavo unan d’ac’h certenn hen talvô mad :
Butun na c’hoariou n’ez int ket diout-han ;
Eul liard, en pad ar bloaz, na zeui ket da foetan.

   — Eleal, ma c’hommar, mar ê gwir a lâret,
Henès ê ar gwir bortret euz ma c’henta pried ;
Henès ê ar gwir bortret euz ma c’henta pried,
Laret d’ân dont d’am gwelet, na vô ket refuset.

   Arri ê ar galant d’welet ann intaonvès :
— Demad d’eoc’h ma servijer ! — D’eoc’h ive, ma mestrès.
— Breman n’man ket ar c’hiz gant ann intaonvezed
Chom pell da em darempred ; evit me na rin ket.

   Lâret d’in, den iaouanc, ha me a zo d’ho crad,
Rac c’hui ’zo d’am hini, m’hen zinfe gant ma goad !
Ar gwaz a lavar d’ezhi penaoz ez ê contant,
Ha laket ’zo etrezhe eun devez exellant ;

   Ha laket ’zo etrezhe eun devez exellant,
Keront ha mignoned rac hol ez oant contant.
Et ez int d’ann iliz, ann dimizi ’zo grêt,
Laket ez ê ann deiz da ober ann eured.


_____________