Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/86

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


   — Na mar c’hoantaët plijout d’in,
N’em dôlet en dour da veuzin ;

   N’em dôlet en dour da veuzin,
Lec’h biken jamès n’ ho cuelin.

   — Savet allumet ar goulo,
Ma contin d’ec’h hoch argolo ;

   Ma contin-d’ec’h pewar c’hant scoed,
Ar choas a beder gobeled ;

   Ar choas a beder gommanant,
’Wit ma carlet eur potr iaouanc...


II


   ... ’N intanvez paour a lavare,
Ilis Goelo pa dremene :

   — Benoz ma Doue a bedan
War ma den coz ’zo êt aman !

   Pa oa bew ma dèn ancien,
Me n’am boa nemet bara-gwenn ;

   Me n’am boa nemet bara-gwenn,
Breman ’m eus gant eur geuneudenn.

   Setu ma fried coz marwet,
Hac unan iaouanc am eus bet,

   A ra d’in crenan heb anvouet.
Efa dour heb caout zec’het ;

   Mont em guele, heb c’hoant cousket,
Ha dijunian heb tamm boued.

   Guech-all, pa oan en ti ma zad,
E oan-me bewet dilicat ;

   E oan-me bewet ker mignon,
N’ zebrjen ket zoubenn ann ognon.

   Breman me ’renc dibri zoubenn,
Heb na brignon, nac amanenn ;

   Heb na brignon [1], nac amanenn ;
Eur bannac’h dour, eun tamm c’holenn !

  1. Brignon: Farine d’avoine qu’on détrempait pour faire de la soupe maigre, dans laquelle on mettait des légumes, comme dans la soupe grasse, et souvent du lait doux.