Me glew ma bugel o oelan ;
Ma fried war e wele clan ;
Ma fried war e wele clan,
Etourdisset ez on gant han ;
— Mar out etourdisset gant-han,
Commer eur gontel ha laz-han !
— Ouzoc’h, cavalier, a sentin,
Neuze teuinn d’hoc’h eureujin
Ha dizio, ma ve clouar,
Ez aï ma fried d’ann douar !
Ha digwener, goude ma leïnn,
A couchin douar war he geïnn !
Ha desadorn, goude creiz-de,
A vô sonerrien war he ve !
Mar be sonet, me a danso ;
Mar na ve ket, me a gano ;
Ha disul, goude ’r gouspero,
Ez iel ma hol ier en canvo ;
Rubano ruz euz ho losto,
Rubano glaz euz ho zreido ;
Rubano glaz euz ho zreido,
Ha re velenn euz ho gougo !
Ar paour kès coz a lavare,
Var he c’hilinn, en he wele :
— Me a garrie goûd ar fesson
Da blijout d’hoc’h opinion.