Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


   Pa ’c’h a ar merc’hed d’ann daoulinn,
Ziroll ann intanv da c’hoarzinn.

   Pa zav ar merc’hed en ho zâ,
En em lac hen d’ho briata.

   Pa ’c’h a ar merc’hed en ho rout,
Ec’h a ann intanv d’ho ambroug.

   — « Kerz duze prim, coz intanv loued,
« Da lacad interri da wreg ! »

   Pa ’c’h a ar c’horf e-mès ann ti,
Ann intanv coz ’zo hir he fri.

   Pa ’c’h a ar c’horf ebars ar pors,
Ann intanv coz a iouè forz.

   Pa ’c’h a ar c’horf ebars en hent,
Ann intanv coz a scrign he dent.

   Pa ’c’h a ar c’horf ebars ar c’har,
Ann intanv coz a neus glac’har.

   Pa gommans ar c’har da roula,
Ann intanv coz ra min goela.

   Pa ’c’ha ar c’horf ’bars er verred,
Ann intanv zell deuz ar merc’bed.

   Pa ’c’h a ar c’horf ’bars en ilis,
Ann intanv coz ra bale scuiz.

   Pa ’c’h a ar c’horf war ar vascaon,
Ann intanv coz a dorre craon.

   Pa ’c’h a ar c’horf ’bars ann douar,
Ann intanv coz a choas he bar.

   Ann intanv coz a vonjoure,
’N ti ar milinér p’errue :

   — « Debonjour d’ec’h, milinerès,
Ha c’hui eureujfe ho matès ?

   — « Beo ê he mamm, ba beo he zad,
Clewet ho ali a ve mad ;

   « E-man duze o c’horo ’r zaout,
Mar peus c’hoant, intanv, et d’hi c’haout...

   — « Debonjour d’ec’h-c’hui, Soezic kès,
Hag hen ro ar zaout calz a lès ?