Ann aotro Keriann a lâre
Da Francès Simon, en de-ze :
— Me as disco, Francès Simon,
Da dronsa robenn ma Itron,
A zo brodet gant neud arc’hant,
Na dê ket euz eur paysant[1] !
Francès Simon a lavaras
D’ann aotro Keriann, p’hen clevas :
P’arruas ’n Itron er vilinn,
Tapas he dorn war benn ma glinn ;
Tapas he dorn war benn ma glinn,
En eur ober eur minn c’hoarzinn ;
Hac hec’h es neuze em guele,
Ma gerwel poultron a-c’hane ;
Hec’h a etre diou linsell wenn,
Eur c’harcan aour en he c’herc’henn ;
Hoc’h-unam, aotro, a rajeac’h,
D’eur plac’hic coant a blichfe d’ac’h.
Pa goustfe d’in-me pemp cant scoed,
Francès Simon a vô crouget !
Ann Itron Keriann a lâre
D’he matès vihan, eun dez oe :
Me garrie ann aotro crouget,
Francès Simon d’in eureujet !
Francès Simon a lavare,
Er vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Me wel ac’hann tric’houec’h tourrel,
Hac en-hê tric’houec’h dimezel ;
Peb a vab bihan ’zo gant-hê,
Melenn ho bleo evel ma re.
- ↑ Var : — Petra eo did, porc’hel milinn,
Dont da dronsa eur zae satinn ?