Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      A gousc ebars ’n eur guele clos ;
Ha me, ar paour-kès Jannic, renc cousked war ar plous !

Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      A zebr ar zouben hac ar c’hig ;
Ha me, ar paour-kès Jannic, a grign eun ascornic !

Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      A ia ho daou d’ar foar d’ar Faou ;
Ha me, ar paour-kès Jannic, a renc luskellad daou !

      Jaou ! allas !
Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !


Mari-Louis Ar Go, Locmaria-Kemper.


____________



COVIZION JANNET.
____


   Ter mestrezic me am boa bet
Na ouïenn deuz pini zellet :

   Unan oa tort, enn all oa cam,
Eun all oa dantier,’vel he mamm.

   Ann dort a lâr a dimezo,
Gwinco ar gam pez a garo.

   ’Benn eiz dez goude oamb dimêt,
Setu van clanv ma dous Jannet ;

   Setu van Jannet clanvourès,
Clasket ar c’hure d’hi c’hovès.

   P’oa ’r c’hure o coves Jannet,
Oa Jann er prennestr o sellet.

   Skei ’n or en ti gant eun tôl troad,
Saludi ’r c’hure gant eur fassad :