Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/60

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —



JANN DOGAN.
____


O me ê gwassa dogan ’zo bet biscoaz er bed,
Am eus gopret eur mewel da gousket gant ma groeg !
            O iaou ! allas !
         Me eo Jann-Jannic !
            O iaou ! allas !
         Me eo Jann, ziouas !

Na eo ma mewel braz ’n efe ’r c’hrampouz lardet,
Ha me ’m be ar re grêz, ha graz d’in d’ho c’havet!
            O iaou ! allas !... etc...

Na d’ar zul ar beure, pa laker kig er pod,
’Ve roët d’in eun ascorn, oh ia ! evit ma lod.
            O iaou ! allas !... etc...

Pa ven êt em guele, tomet ganin ma flas,
A ve rèd d’in-me zevel deuz hent ar mewel braz !
            O iaou ! allas !... etc...

____________



AR PAOUR-KÈS JANNIC.
____


Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      ’Zebr ar iod gwiniz hac ar farz :
Me n’am be met dour berwet, ha penn ar c’haz ebars !

Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      Ra bugale deuz ho gwasa,
Ha me, ar paour-kès Jannic ’n hini renc ho maga !