Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


   Azeet, commer, ’n ho coaze,
’Wit ma contin d’ac’h ma doare.

   Breman, ’mezhi, ma c’hommer gês,
Am eus da gerc’had dour’ ha lès ;

   Ha goude, ’vel m’ouzoc’h er-fad,
A vo al lès da ribotad ;

   Ha c’hoaz en-bezr a làro Jann,
C’hoaz a laro n’am bô grêt mann ;

   C’hoaz a laro n’am bô grêt mann,
Me o nea hep paouès tamm.

   — Mar gout er vuhe-ze gant-han,
Tap eur boud linad d’hen fouettan,

   Ha p’as cuelo o tont en dro,
Mar n’ê ket ewidout a tec’ho.

   — Me n’am eus eur gir da rannan,
Rac ziouas ! n’on ket ewit-han,

   Ha ma vijenn bet, pell-a-zo
N’a ket commander ac’hanon.

   — ’Bars er vuhe-ze hec’h omp tout,
C’hoaz ’m emp bac’hado war hon chouc.

   — Pa oan iaouanc ha dizoursi,
Me am boa couraj da dimi ;

   Me oa eur plac’h à la bel-feu ;
Breman p ’on dimezet, ’m eus keun.

   Me zonje d’in, pa dimêjenn,
Vije de vestrès hec’h ajenn ;

   Vije da vestrès hec’h ajenn,
Ha paket ma fenn en dorchenn [1].


_____________
  1. La torchenn est une espèce de corbeille de paille tressée, a fond plat, qu’on place sur les pierres de l’âtre et où s’asseyaient les femmes pour donner le sein aux enfants et leur chauffer les pieds ; cette expression équivaut à : Et me voilà dans le sac !