Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


   Ouzin, camaradezed, ez ê d’ac’h comer scouer,
Na fiet ket er goazed, dreist hol a-bell ar gêr.

   Me ’m boa laket em speret dont da garet unan,
Am eus bet ma c’hroaz-nouenn ’vit recompanz d’am foan ! —


Canet gant Viçanta Guillou, —
Guerlesguin, 15 a viz Gwengolo 1888.

____________



AR RE DIMEZET
____


   Didostaët, tud iaouanc,
Da glevet farso coant,
— War sujet ar re dimêt,
’Zo ho speret chagrinet,
Darn gant paourente,
Darn gant bugale,
Darn-all gant marc’hamon,
’Zo eur gwall gompagnon.
   Ewit un daou pe eun tri bloaz,
C’hui na ouzoc’h netra c’hoaz,
Ken arri ar famill d’ho chagrina,
Eun tri pe bevar
En-dro d’ac’h o crial,
Dour pe bara.
   Neuze defo keuz ar vroeg d’he amzer dremenet ;
P’arrio ar pried er gêr, hi a vezo fachet.
Hen a c’houlenno out-hi
A c’hoarvezo d’ezhi ?
Hi a responto evel da eur c’hi :
— Cleo ann dogan kez,
Ême ar vil-bez,
Petra a lavar !
Hac hen euz ho c’hlevet
Endro d’in o c’harmet ;
Mantret on gant glac’har,
Euz ho c’hlevet !