Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR MITIZIEN HAC AR-RE DIMÊT
____


I


   Eun dez ez oann en plijadur, ha donet eur zonj em penn,
Ha me tapoud-croc em fuzul, en avis mat da bourmenn ;

   Me tapoud-croc em fuzul, en avis pourmeni,
Hac o welet ma mestrès o tont vis-avis d’in.

   Me o c’houlenn digant-hi, dre m’ hi c’haven contristet :
— Pe c’hui ’zo claon a galon, pe hoc’h eus poan-speret ?

   Ha hi o respont d’in-me, gant eun air gracius :
— Me na on claon a galon, a drugarez Jesus ;

   Nemet ar gwall-deodou ’zo bemdez o fredoni,
’Zo causeal war ho stad, kercoulz ha ma hini.

   — Na list ar gwall-deodou d’fredoni, noz ha de,
Ni vô dimêt hon daou, pa vô laket ann de.


II


   P’oann dimêt hac eureujet, laket em ziègès,
Me oa cant gwez diesoc’h eget pa oann matès.

   Eur vatès en eun ti, mar be hirie gwall-dretet,
Credi hec’h allet ober, warc’hoas na veo ket ;

   Tapoud ra he dillad hac ober eur pacad,
Ha neuze e laro: — Mestr, ho trugarecad !

   Deut da gonta, da baea, me ’zo ’vont da bartia,
Na nê ket ma fantazi chom ’n ho ti da servija.

   Daou den dimêt, eureujet, n’allont ket ober se ;
Unan ’zo angajet, un’all n’eus ket liberté.

   Mar carrienn beza zentet euz ’neb am c’harrie fidel,
Me a oa chomet c’hoas heb beza dimezet.

   Faë oa ganen ho c’hlewet, canan ha c’hoarzinn a ren.
Brema me ouel dourec, p’am be fest ar geuneudenn.