Me a ielo d’am guele, vel vô debret ma c’hoan,
Ha c’hui chomo da nean, heb na golaou na tan.
— Mar choman-me de nean, c’hui chomo da dibuni,
Ha mar et ’n ho cuele, me ielo em hini.
— Me ’m eus ama gwialenn, er chiminal ’vogedi,
Ha gant-hi m’ho rubano, dre bevar c’horn ann ti ;
Oh ! ia me ho rubano, dre bevar c’horn ann ti,
Ken hen defo truez ouzoc’h, ma douz, ar c’hi.
— Gwez-all, pa oann plac’h iaouanc, me oa plac’hic a stad ;
Me oa plac’hic seder, a garie ann ebad,
’Vit gwelet eun den iaouanc hac a deue d’em c’hâd,
Me na ren ket out-han calz demeus a etad.
— Gwez-all, pa dremenen abiou eun ti ar gwinn,
E teue ann hostis, he doc bete he c’hlinn ;
Brema, p’em gwel o tremen, e ra eun hij d’he benn,
Goûd a ra ê fouetet, allas ! ma hol voyenn.
Gwez-all, pa oann paotr iaouanc, me am boa eun incane,
Ma c’hasse, ma digasse bete ti ma mestrès :
Goerzet ê ma incane, fouetet ma hol arc’hant,
Ha me dilour, diarc’henn, o patouillad dour ha fanc !
Canet gant Mari Hulo, matès en
Kerarborn. 1847.