Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


— Mad a-walc’h, coz ampoezon, eo arruët da dro ;
Da c’hened, da iaouankiz, ’zo couet war da voto :
   Ann noz a gavac’h hir ha ien,
   Ha pa dishunvac’h n’ho poa den...
   Brema, c’hui hi gav hirroc’h,
   Pa eo rèd d’ac’h branla ar c’hloc’h.


____________



PLAC’HIC COAT-ROUAN
____


   Gwech-all, pa oan en Coat-Rouan,
Me n’ valeen ket va unan :

   Pe en carrons, pe war gezec,
’Wit va unan n’ valeen ket.

   Gwech-all, me am boa eur botou
Na weljac’h ket ho zalonou ;

   Na weljac’h ket ho zalonou,
Gant ar galons deuz ho goulou ;

   Gant ar galons arc’hant hac aour,
Mès breman, ziouas ! me ’zo paour.

   Me zonje d’in, pa zimêjenn,
Tôl labour ober na rancjenn,

   Met gwalc’hi ma daouarn, ho daou,
Mont d’ar pardon ha terri craou.

   Mes breman, me ranc ober waz,
Pilad al lann gant ma zreid noaz ;

   Pilad al lann gant ma zreid noaz,
Hac aliès ’m be fest ar vaz !

   Ann dud iaouanc, pa zimêont,
Feurmi eur jardin a dleont,