Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/356

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 340 -



ORAISON
———


Zant Urban, mab Urban
Oa bet tôlet ’n eur forn dan :

Mari c’hlan ’neus han distanet.
« Tan, tan, alec’h-se tec’h !

« N’eo ket aze ’man da lec’h,
« Nac aze, na neb-lec’h !

« Kerz d’ann ifern da leski
« Pe d’ar mor da veui !


Madame Foison-Paimpol.


____________



DISCONTA AR WERBL
____


Ar werbl a deus nao verc’h :
Euz a nao a teu da eiz,

Euz a eiz a teu da seiz,
Euz a seiz a teu da c’huec’h,

Euz a c’huec’h a teu da bemp,
Euz a bemp a teu da beder,

Euz a beder a teu da der,
Euz a der a teu da diou,