Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 336 -

   Pater noster Jezus pur,
Tri ave Maria ’n hor c’herc’hen,
   A-dreuz hac a-hed,
D’hon diwal euz ann Drouc-Speret,
   Euz ar mor, ann awel,
Ar seiz pec’hed marwel.
   Ar Judewien a zo cri
O vale ’n heur a hanter-noz,
   Gant flammo tan, leternio cloz…


____________



ORAISON SANTÈS BARBA
____


   Santès barba, c’hui pehini
Oc’h eus ann heur da bossedi

Curunenn doubl, er barados,
Evel gwerc’hès ha merzerès,

Plijet ganeoc’h, me ho suppli,
En peb leac’h hon preservi,

Hon zud, hon loened, hon mado,
Ouz ann tân hac ar c’huruno :

Roët ar c’hracz d’in ’raoc merwel,
D’ober covesion mad ha santel,

Ma c’hallinn recev humblamant
Corf ma Jezus, er sacramant,

Ma efomb hol d’ar barados,
Da veuli Doue da jamès.


Barba Tassel. Plouaret. 1885


____________