Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha pa hen deus ma servijet,
Just eo e ve recompanset.

   Antren a eure er jardinn,
Ha goude-ze defoe gwall finn.
Ar person a interrojas
Ar paour, pa oant gant ho repas,

   Mar bize netra a newez,
Euz ar brezel hac ar gernès ?
— Brezel a vô, pell na bâdo,
Hac eun eost puissant a vezo.

   — Me garfe vec’h en ho tezir,
Ar c’hezlo-ze da vea gwir.
— Ken gwir, aotro, eo ar c’hezlo
Ha ma ’z eo er jardinn maro

   Ho c’hoar, dre dransport miserabl,
Peder aer o sunan he goad !
Ar person, saouezet hen clewet,
Hec’h eas kerkent da welet.

   P’antreas er jardinn, ez oa maro,
Ha peder aer oa war he zro.
Distreï eure neuze en-dro,
Da annonz d’ar paour ar c’hezlo.

   Pa antreas ebars ann ti,
’N plaez ar paour, oa eur grucifi !
Stouan a eure d’ann daoulinn,
Da zaludin hon mestr divinn.

   Setu hi maro hac interret,
’Vel meur a hini ’zo war ar bed,
A zo ingrad euz ar baourienn
Pere a glask ann aluzenn.


————