Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 326 -


   — Me n’am eus na naon, na zec’het,
Mes evel m’ho poa ma fedet,

   On deut da digass d’ac’h ma mab,
Ewit achui ar c’hontrat.

   Gant-hi a oa eur bugelic,
Eur bugelic c’hoas bihanic,

   Pehini ’oa charmant meurbed,
Mes, ziouas ! dister ’oa gwisket.

   Bars en he zorn hen eus croget,
War he varlenn ’n eus-han laket.

   Caëra graz ! sellit, christenien,
Gwelet Jezus war he varlenn !

   — Ma mignonès, d’in lavaret,
Na a be ligne oc’h zavet,

   Na a be ligne ocvh zavet ;
Ha pe-seurt hano a zouget ?

   — Euz a noblanz caër, emez-hi,
Dimeuz ar gêr a C’haleli,

   Ebars escopti Atoa,
Ha ma hano ’zo Maria…

   Er bloa-man a rei eur blawès
’Vo carget a dristidigès ;

   Breïna rei ann ed er parcou,
Hac ec’h erruo maleuriou !

   Rouinet ’vo ar baourienn gèz,
Rèd d’ezhe gwerza ho danvez,

   Da brena boed d’ho bugale,
Ha bénoz Doue war-n-ez-he !


(Julienne Moreau. — Duault.)


____________