Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 320 -


   ’R zalud bepred ’zo ecselant
Kercouls da goz ’vel da iaouanc.

   — Pelec’h ec’h et, pelec’h oc’h bet,
Pe oc’h eus esper da vonet ?

   — Me ’zo ’retorn euz ar menez,
Bet ’welt zevel ’r c’halvar newez,

   O welt zevel eur c’halvar coat
Wit crusifia Doue ’r mab.

   Ar Werc’hez Vari, pa glewas,
Ter gwech d’ann douar a goueas.

   Ter gwech d’ann douar eo coueet,
’R mal iaouanc ’n eus hi goureet.

   — Pe c’hui a c’hoerz, pe c’hui ’ra goab,
Pe ’ra da Vari calonad…

. . . . . . . . . . .

   — Lavaret d’in-me, c’hui, Pilat,
Pini ann tri-z-ont eo ma mab ?

   ’N hini ’zo ’roc gant ’r groaz vrassa
’Pignel ar menez da genta,

   A zo comerret d’eiz heur noz,
Gant golaou sclezr, leterniou cloz.

. . . . . . . . . . .

   — Casset ar vroeg se a lec’h-se !
Creskin ma foaniou ’ra d’in-me.

   — Perag lares groeg euz da vamm ?
Crenv eo ma c’halon, pa na rann.

   Crenv eo ma c’halon, pa na rann,
’Clewet m ’mab ’laret groeg d’he vamm !

   …Diskennit ma mab euz ar groaz,
Wit m’hen maillurin eur wech c’hoas !

   — Deut aman d’in eur mouchouer,
E-man en-han goad ar Zalwer,

   Ha na it ket d’ar stang gant-han
Rac goad ar Zalwer ’zo en-han,