Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 314 -


   Ha d’offr d’ez-han peb a brezant,
Tri frezant caër ha consecant,

   Tri frezant caër a gonzecans,
Ann aour, ar myrrh, hag ann ezans.

   Ann tri Roue carget a fe,
En eur oelan dre garante,

   A gimiad deuz ar Roue c’hloar
Ra he antre war ann douar :

   Adieu, adieu, mabic Jesus,
Adieu, mabic carantezus,

   « Adieu, adieu, Zalwer ar bed,
« Nimp a esper c’hoas ho kweled,

   « Hac a esper cânan Nouel
« Ganec’h er joaïo eternel ! »


Marianna ’r Grand Planiel.


____________



HUNVE AR WERC’HÈS
____


   Pa oa ’n Itron Varia dous en he gwele,
E teuas d’ezhi eun hunve :

   He mab o tremen o tizremen
A-biou d’ezhi, euz hi c’hontempli,

   Ma lavaras evelhenn d’ezhi :
— Ma mammic, lavaret-hu d’in

   Pe c’hui a gousq, pe c’hui a repoz ?
— Ma mab, na gouscan, na reposan

   Eun hunve drezoc’h a sonjan.
— Ma mammic keiz, lavaret d’in

   Pez hunve ez hoc’h hini ?
— Ma mabic keiz, gwelet a ran

   A vefet comerret hennoz,
Gant eur goulaou sclezr, ’n eul letern cloz ;