Iann ann Arc’hantour a lâre
D’he bach bihan, eun dez a oe :
— Pajic, pajic, mar am c’haret,
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket ;
Te ’c’h a d’ar gêr, ’me na an ket,
Gra ma gourc’hemeno d’am pried ;
Cass d’ei ma rochet leun a voad,
Ha lâr d’ei hi c’hannan er-vad ;
Ha lâr d’ei hi c’hannan er-vad,
Gant ann daero hi daoulaad.
Lâres d’ei, ma commer par,
Commer eul labourer douar ;
Commer eul labourer douar,
Pe eur paotric coant marichal ;
Pe eur paotric coant marichal,
Gant den a vor hi vô war var.
Lâres d’hi rei he merc’h henan
D’an-neb hi goulenno kentan,
Na re ket tenzaour a verc’hed,
Na int ket mad da em vired ;
Ha cass he mab bihan d’ar scol,
N’hen disco ket da den a vor ;
Met he mab henan, m’hen goar er-vad,
A vô den a vor, vel he dad ;
Hac he merc’h iaouanc d’al leandi,
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi ;
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi,
Tric’huec’h cant scoed leve ’zo em zi[1].
Canet gant Mac’harit Fulup.
Plûnet, septembre 1872.
- ↑ Voir dans le Gwerziou Breiz-Izel, tom II, pag. 175, une version plus complète de cette pièce.