— N’ê ket red azeza en cador
Nag ewit lenn eun tam paper ;
Hag ’ve ennhan tric’huec’h feuillen
Em zoa m’hen lenno penn-da-benn,
N’oa ket ’l lizer digorret mad,
Oa an dour war he zaoulagad ;
N’oa ket al lizer peurlennet,
Oa gant he dêlo distrempet :
Adieu, ma mamm ! adieu, ma zad !
Biken n’ho kwel ma daoulagad,
Adieu, kerent ha mignoned !
Na deuin pelloc’h d’ho cuelet.
Adieu, merc’hed a Zan-Malo !
C’hui na gontfet ken ma fajo ;
Na gret oc’h eus c’hui aliès,
Tro ma oa bew ma fennheres.
Jân ar Morvan. — Rospez.
Jannet Helari, merc’h he mamm,
Brava plac’h iaouanc ’zo en Dinam[1]
Ha na hall ket sevel he fenn,
Gangt ann dudjentil euz hi goulenn.
N’ê ket eun denjentil e deus bet,
Rac eun den a vor deus eureujet ;
Deus eureujet eun den a vor,
He ano Iann ann Arc’hantour.
- ↑ Variante: Brava plac’h iaouanc ’vale Dinam.