Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 284 -
— « Cabitenn, mar na grédet ket
Tostât d’ar bord hac a glewfet !
Na d’ar bord pa eo tosteet
En creiz ar mor deuz han tôlet.
Ibid.
____________
AUTRE VARIANTE
— Plac’hic, plac’hic, plac’hic iaouanc,
Antret ’bars ar vatimant.
Er vatimant p’eo antreet,
’N creiz ar ganel eo bet mouillet.
— Me a zo merc’h eun offireer
Na gouscan ket gant moraër.
— Na pa vefoc’h merc’h d’ar Roue,
Ann noz-man cousqfet ganin-me ;
Ann noz-man cousqfet ganin-me
Ann noz a zeu, gant eguile.
Laket ’n taboulin en tro kêr :
Collet ganthi he davanjer ;
Laket ’n taboulin er c’hanton
Et ê ’n dimezel da itron.
Pemp cant mil scoed hi deveus bet
Ewit he c’hampagn tremenet ;
Nac eur mab bleo melen friset ;
Petra ’n eus den da lavaret ?
____________