Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


   Bannigo zouben al lès
A ra d’in-me aliès ;

   Gwin-ardant en ur weren,
Butun ’n eur dabatieren...

   Na pegement ez eo well
Ar mestr ewit ar mewel ?

   Ar mestr a zoug ar bônet,
Ar mewel a zo kiriec.

   — Na pegement eo gwelloc’h
Al louarn ewit ar broc’h ?

   Ar broc’h a doull ann douar,
Al louarn a dag ar iar!


____________



MATES AR PERSON
____


   Kenta micher em boa me grêt,
Oa porteal paper timbret;
Oa porteal al lizero,
En Montroulès, dre ar ruio.

   Hac ann eil micher em boa grêt,
Oa scuba lec’h na oa ket net;
Scuba war ar pave ar fanc,
Ha setu etat eun Normand.

   Cavenn dinered, liarded ;
Eun habit newez em boa bet,
Eun habit newez violant,
Evel ma doug ann dud iaouanc.

   Ha kerc’had dour a ren iwe,
Rèd a oa gonid ar vuhe.
Kichenn ar feunteun p’arruis,
Eur plac’h iaouanc eno welis.