Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 282 -


   Ar c’habitenn lâras neuze
D’ar plac’h iaouanc, pa hi c’hleve :

   — Clevit, plac’hic, n’ c’hourdrouzit ket,
Kercoulz ha c’hui oc’h eus caret ;

   Rac me ’zo mab eur preizer mad,
Hac hen eus c’huec’h biz war bep troad ;

   Hac a bep amzer ma zud-me
Ho deus bet talvezet ho re.

   Martoloded ann Oriant
A zo meurbed pôtred friant,

   Met n’ho deus ket calz a enor
’Laeres eur plac’h a doul he dor.


(Fanchon Mao.)


____________


VARIANTE


   En Pors-Louis zo discarget
Eur vatimant carget a éd ;

   Eur vatimant carget a éd,
A winis ru marigellet.

   Eun dimezell coant deuz a gêr,
Ha merc’h eur grocher braz mezer,

   Ha merc’h eur grocher braz mezer
Diskennas war borb ar rivier.

   — « Dimezel coant, mar teziret,
Ebars er bord a tiskennfet.

   Ebars er bord p’ê diskennet
Ar c’habitenn d’ei neus lâret:

   — « Dimezel coant, er-fad sonjet,
Fenoz ganin-me a chomfet.

   Ann dimezel coant a lere,
Na war ar pont pa bourmene :

   — « Me glew ma zad euz ma gerwel
Dont d’ar gêr war dro ma bugel.

   — « N’ man ket al liou war da visaj
As be cousket biscoas gant gwaz.