En eur antren ’bars ann ti, noz-vad hen eus lâret,
En eur c’houlenn digant-he hac hi oa iac’h bepred.
Hac hi o respont d’ezhan oant iac’h, braz ha bihan,
— Ha c’hui, ’meï, gwerzed iaouanc ? Didostaët d’ann tan !
Ar boan, ann dristidigès hen efoa ’n he speret,
Ha comz gant he vestrezic hen eus bet goulennet.
Ma zav ’n hini goz neuze na war banc he gwele :
— Ma merc’hic kès, emezhi, zavet-c’hui a lec’h-se ;
Ma merc’hic kès, emezhi, zavet-c’hui a lec’h-se,
Da gomz gant eun den iaouanc, a zo arri aze.
Den na oar met-he ho daou, ha Doue ’zo en ne,
Ar boan ’zo o separi daou balon em garrie.
Lavaret hen eus d’ezhi, ebars eur gir newe :
— Pa vin en creiz ar brezel, hac en creiz ann arme ;
Pa vin en creiz ar brezel, hac en creiz ann arme,
’Wit me n’ho ancouaïn ket, ma dous, ma c’harante !
Gant ar Rekisizion ar goaz ’zo partiet,
Hac ar plac’hic dezolet er gêr a zo chommet ;
Hac ar plac’hic dezolet er gêr a zo chommet ;
Hac, hi a oele dourec d’he amzer tremenet.
Eun dewez deuz ar beure a savas mintinn mad,
Hi o clewet eun envnic o canan ’bars ar c’hoad ;
Hac hi o tostad d’ar beure elec’h ma bane gê :
— Ha te a nijfe ’wit-on, bete penn ann arme? bis
Da c’hoûd hac hen ’zo beo c’hoaz ma dous, ma c’harante ?
Ann envnic, p’hen eus clewet, d’ezhi hen ens laret :
— Na scrivet ho lizero, Fanchonic, pa gerfet ;
Na scrivet ho lizero, Fanchonic, pa gerfet,
Ha me a iello d’ho c’hass ann instant ma vont grêt.
Nac al lizero ’n he veg d’ann envnic ’zo laket,
En treuzec Metz Sant-Laurans gant he ez eo bet êt...