Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 268 -


   He c’hoar Mari a oa en ti
A respontas neuze ’wit-hi :

   — Anna ’zo marw ha douaret,
Hac ive ma c’hoar all Jannet.

   — M’ê marw Anna, n’ê ket gant joa,
Met gant keun d’ ’n amourous ’defoa !


____________



KIMIAD SOUDARD AR RÉPUBLIC
____


   Zilaouet hac e clewfet, hac e clewfet canan
Eur zôn a zo bet zavet a newez er bloaz-man ;

   ’Zo grêt da daou den iaouanc a barrouz Pleuverit,
Evit ar blawez daou dimeuz ar Republic ;

   Evit ar blawez daou deuz a Republic Frans.
Kent ’wit lâret davantaj, me hec’h a d’hi c’hommans.

   Diganec’h a c’houlennan iscuz, compagnonès,
Me na gomzi deuz a den nemet deuz ma mestrès...

   Na en noz diarôc ha ma oa partiet,
An noz Pardon Pleuverit, hen eus bet lavaret :

   — Deus ganin-me, camarad, deus ganin da vale,
Rac me renc kimiadi ouz ma mestrès, fete ;

   Me a renc kimiadi fenoz ouz ma mestrès,
Rannan a ra ma c’halon gant ann dristidigès.

   P’arrias en tal ann nôr hen eus bet remerket...
— Otro Doue ! emezhan, calon disconzolet,

   Zerret ê ann dorojo, êt ann dud da gousked !
— Taw, a lâr he gamarad, na em disconzol ket ;

   Taw, a lâr he gamarad, na em disconzol ket,
Me a scoo war ann nôr, ma vô dit digorret.

   Hac hen skei daou pe dri dôl ewit goulenn digor,
Ha donet an hini goz da zigerri ann nôr.