Adieu, hospital ar Roue,
Me n’ho kwelin goude ;
N’am bezo pelloc’h nep-sort plijadurès
O pourmen dre-z-och en kefer ma mestrès !
Adieu, pors Brest ha Recouvrans,
’C’h an da guitaad Frans,
Ar Roc’h, Landernè, Castel-Pol, Montroulès,
Landivichau tremenen aliès !
Adieu, kerent ha mignoned,
C’hui na bartifet ket :
Canet eur zonic ewit em recreïn,
M’ hen graïo ive, pa vin en Enesi !
Plouaret.
Tri fôtr iaouanc deuz ar c’hontre
A zo partiet d’ann arme ;
Ho zri d’ann arme partiet,
Hac ho zri ec’h int glac’haret,
Abalamour d’ho mestrezed,
Pere a zo er gêr chommet.
Ar iaouancan deuz anezhe
A deu da c’houlenn he gonjè :
— Conjè, cabitenn, a c’houllan,
Ewit monet d’ar gêr breman,
Na da welet ma dous, Annan
Am eus clewet lâret zo clanv.
Az zoudard iaouanc a lâre,
’N ti he vestrès pa arrie :
— Demad ha joa ’bars en ti-man !
Ma dous Annan, pe-lec’h e-man ?