Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


   Lezel he vroeg en he guele,
Ken ’ve ann heaul en bec ar gwez :

   Ha mar n’ ve poent zevel neuze,
Ken ’vo ar iod war ann trebe.

   N’estiman mann eun tiégès,
Mar n’ ve en-han daouzec buc’h-lès;

   Mar n’ ve en-han daouzec buc’h-lès,
Matès vihan d’ho c’hass e-mès ;

   Matès vlhan d’ho c’hass e-mès,
Ha d’ober caoulet gant al lès ;

   Eur paotric saoud, coant, dilicad,
Da zicour cass ha da gerc’had ;

   Ann oac’h oc’h eva boutaillad,
Ar wreg er gêr, ’c’h ober cher-vad;

   Ar wreg er gêr, ’c’h ober cher-vad,
Setu eno ’n tiegès mad.


Canet gant Marivon ar Maillot, deuz
Plouguiel. — 25 décembre 1868.


____________



AR PRIED ’VEL N’EUS KET
____


Me am eus bet eur pried,
   Ma c’hommer,
Me am eus bet eur pried,
Hac a zo ganthan êzet.

   Zevel a ra kent ann de,
Ha ma lèz ’bars ma guele.

   Luskellad ra ar bugel,
Hac hen lac, en he gawel ;

   C’houeza ’n tan ha troc’ha zoup,
C’hoaz, pa zavan, me ve drouc.