Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/270

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 254 -


   Lezomp ar batatezenn da gomer he repoz :
Euz ar beure hi boazer, da greiz dez ha da noz,
Ha lâromp ’wit hon ricour, en kêr ha war-ar-maës,
Ann hol a vô maleurus, mar manq ar patatès.

   Ar baysanted gant ho leas ho lonq tout tomm-scod,
Pez ha pez, bars ’n ho c’horf, ar-re ’n nezhe ’zo commod ;
Ann dudjentil, er c’hêriou, ho frepar dilicat,
Ho c’hass d’ar forn da boac’had, mès gant eun tam kig mad.

   Canomp a vouez huël: Enor d’ar patatès,
A laker war ann daol a-raoc ar plad crampouès ! —


Canet gant Mari-Jann Marzinn, Pédernec, Gwengolo, 1888


____________



SON AR BAOURENTÊS
____


Tostaët, compagnonès, ha gant patiantet
Deut da glewet eun disput, a zo newez zavet,
’Zo grêt ’tre ar baourentès hac ar binvidigès,
’Clasq goûd pini anezhe c’honeje ar procès.

Da genta, ar pinvidic a zerr he hol voïenn,
Ha gant eur sertenn maliz, diwar goust ar bewienn.

Monet a ra ar paour-ma ’n tal dôr ar pinvidic,
Mont a ra d’hen zaludi, gant eur vouez manific :

— Demad d’eoc’h, ma faeron, setu me deut d’ho ti.
— Na deu ket d’am zaludi gant seurt effrontiri !

Carget ez eo ann hentchou anoc’h, a vandenno,
Ha mar carfenn lodenni, mann ganin na vâno !

Kerz a lec’h-se, emez-han, p’ôtramant m’es casso,
Gant ar vaz a zo em dorn, ha keit ha ma pado !

Kerz a lec’hse, emezhan, dimeuz a dro ma zi,
Pe me a leusco warnout ma c’hi braz, d’es tibri !

C’hui ouiè ’walc’h, emezhan, ewit comer maouès,
C’hui ho pije bugale, ha calz a baourentès.