Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/266

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 250 -


SON ANN NEEREZ COZ
____


   Ma c’har ha ma c’halapoussenn,
Ha ma c’horf-justin lien gwenn,

   A vezo tout d’am mab cloarec
’Wit ma ’c’h allo mot da vêlec ;

   Ha ma scullô, ha ma loaïo,
Tout ec’h ant ganthan war eun dro ;

   Ha ma c’hoz astel ha ma brae,
Ha ma c’hoz cribino, goude...

   Ha pa vezo êt da vêlec,
Me a vô en robenn guisket,

   Ha ma botô vô rubanet,
Ha ma c’holinettenn frizet,

   Hac eur goeffurenn war ma fenn
Evel hini eun dimezel.


Fanchon Mao, Planiel


____________